Yoann Gourcuff

Yoann Gourkuñv e 2009 gant Bourdel

Yoann Gourcuff (pe Gourkuñv hervez doare ar brezhoneg) zo ur melldroader eus Breizh, bet ganet d'an 11 a viz Gouere 1986 e Plañvour er Mor-Bihan. Kreizer argader brudet eo, anezhañ gwellañ c'hoarier Breizhat e deroù an XXIvet kantved moarvat. Hag-eñ yaouank c'hoazh emañ ivez e-touez gwellañ c'hoarierien Frañs ha meur a grogad etrebroadel en deus kemeret perzh enne. E skipailh mell-droad Breizh emañ – daoust ma n'en deus ket c'hoariet c'hoazh o vezañ ma n'eo bet war an dachenn da geñver ar c'hrogad Breizh / Kongo e 2008 nemet da lañsañ ar c'hrogad abalamour ma oa gloazet – hag e-barzh hini Frañs. Abaoe ar bloavezh 2009-2010 e c'hoari e-barzh skipailh Bourdel, en doa gounezet kampionad Frañs ar c'hevre kentañ er bloaz a-raok.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy